lundi 9 février 2009
mardi 16 décembre 2008
D'ar Merc'her 10 a viz Kerzu 2008
Bep sizhun on plijet gant an devezh-mañ. Devezh ar riboull eo. En un doare e krog an dibenn-sizhun amañ.War lerc'h ar gentelioù on bet da zebriñ ur c'hebab gant mignoned, hag war lerc'h evel da gustumm omp betek un davarn da riboullañ. Kanet hon eus, sonet ivez, pell e oamp eus riboulloù "on se mets la tête" gant yaouankiz ar vro. Ma pal din me d'ar merc'her a zo kemer plijadur gant ma mignoned hep distreiñ en ur zislonkañ d'ar gêr.Ev a ran un eir a bier bennalk ha distro a ran trenkillik d'ar gêr.
Evit lâr ar wirionnez e implijan ar riboull-mañ evit aweniñ arc'hanon. Ur lod vat a senniñwar ar prim a vez graet, ur seurt labo eo. Hiriv ne oa awen ebet ganin. Distroet on f'ar gêr klasket am eus labourat, met diaes eo bet din. Gourvezhet on war ma gwele ha kousket am eus.

D'ar Meurzh 9 a viz Kerzu 2008
Aet on er skolgant ar soñj labourat. An holl a zo bet souezhet da welet arc'hanon o kemer perzh ha o kemer notenoù.Tremen ara kalz bunaoc'h an amzer pas vez klasket en em dedennañ gant ar pezh a vez kontet gant ar c'helennet. Ar gentel kentañ on bet aketus, an eil un tamm nebeutoc'h. E-pad hanter an deiz eo bet mat an traoù, abaoe pell ne oan ket bet ken aketus e-pad un devezh skol. Eil hanterenn an deiz a zobet diaesoc'h. Da greistiez e oan skuizh. D'an nebeutañ am eus klasket, desket am eus traoù ar pezh ne veze ket graet ganin da gustum.
Erruet on d'ar gêr abretoc'h evit labourat un eurvezh, a-raok mont da senniñ.evel just am eus souezhet ma zud war an taoll. A-benn ar fin am eus labouret un hanter eur hepken hag aet on da senniñ abretoc'h. Aet on da gousket, laouen,labouret am boa, hasennet ivez !

jeudi 11 décembre 2008
D'ar Lun 8 a viz Kerzu 2008
Ur sizhun nevez o kregiñ. Ar sizhun-mañ n'am eus ket ezhomm mont da gwerzañ livaj bep noz.Ne oa ket pres warnon da not d'ar gentelioùmet pres a oa warnon echu anezho da gregiñ da seniñ gant ma strollad. Ur gitar-bout, klasel, ur c'haner hag biniviji sko.Ar wech kentañ eo bet deomp pleustriñ a santet e veze. Nul a oa ar pezh a zo bet graet ganeomp. Dont a raio spi am eus.
E-pad ar pred am eus komzet eus ar skol gant ma zud. Lâret eo e oa ret din labourat muioc'h dre ma z'eo ret din tapout ma bacho evit bezañ trenkill ar bloaz o tont. Displeget o deus din ma oant aet skuuizh gant ar skol e oa ret din tapout ma diplom diouzhtu. Ar gwir a oa ganto met pa wellan ma notennoù e soñjan e vo diaes din tapout anezhañ. A-benn ar fin am eus divizet labourat un tamm muioc'h. D'am soñj n'on ket bleupoc'h eget tud all, tu zo din tapout notennoù tost eus ar geidenn. Labourat un eur war lerc'h ar gentelioù na seblant ket bezañ ken diaes aze. Soñjet am eius ivez war ar pezh a vefe tu din ober ar bloaz o tont. Ur skol veur sonerezh ? Arzoù Plastek ? Plijet on gant ar Saozneg perak pas !
Ma zud a oa deuet a benn da lakaat arc'hanon da brederian gant siriusted war an amzer da zont. Un devezh ispisial a oa bet ...

D'ar Sul 7 a viz Kerzu
Dihunet on e kambr Marcel, poan benn ganin.Paket am eus ma heziug em chakodda welet pet eur e oa. Teir eur d'enderv. Hanter ma devezh am boa tremenet o kousket ha skuizh e oan c'hoazh. Butun-drol am eus butunet ar pezh n'eus lakaet ma benn da vont gwelloc'h. Tu oa din sevel trenkillik a ditreiñ d'ar gêr. Tapet am eus ur pezh mell moral gant ma zud evel bep Sul dre n'am boa ket pellgomzet evit lâret na gousken ket er gêr.D'ar liesañ on enervet,met aze e grogen da vezañ kustummet! Krapet on en ma gambr aet on war facebook, foromoù ha traoù all evit tremen an amzer.
Da bemp eur e veze c'hoariet gant An Oriant a-enep Nancy. Miret am eus ar c'hogad war ar rouedad. Aet eo ar maout gant skipailh ar Mor-bihan. Da seizh on aet da zebriñ ha da eizh on aet da gousket.

mercredi 10 décembre 2008
D'ar Sadorn 6a viz Kerzu 2008
D'ar Sadorn omp hiriv. Ur c'hogad mell-droad pouezus a zo bet e Naoned. Naoned-Lyon. Hervezoc'h eo aet ar maout gant piv ? Souezhus a c'hell bezañ met gant ar Breizhiz eo bet lakaet ar muiañ a balioù. Ar c'hoarier Klasnic en deus lakaet daou bal, e daou bal kentañ e kapionnad Bro c'hall. Graet eo bet trouz gant an daou Kop e La Beaujoire hag evel just e z'eus bet ur pezh mell riboull e straedoù Naoned. Echuet eo bet an nozvezh e ti Marcel tro eizh eur mintin o kanañ.
vendredi 5 décembre 2008
D'ar Gwener 5 a viz Kerzu
Kousket am eus fall an noz-mañ. Ar glav n'eus pareet arc'hanon de gousket. Kroget am eus da soñjal ha d'ar mare mañ n'eus netra na c'hell lakaat arc'hanout da gousket. Soñjet doc'h ar plac'h a zo er c'hlas ag am boa debret a dal dezhi dilun tremennet. Na brav eo he. Maleurusamant evidon n'am eus chañs ebet. Ur paotr eveldon n'eo ket graet evit merc'heta, re lentig on.
Tro c'hwec'h on savet. Pa oan em sktrikadenn am eus bet ur sapre soñj evit prof nedeleg ma zud. Tu vehe din paeañ un dibenn-sizhun e Brest pe Roazhon da skouer, gant sikour ma gendirvi a vehe trawalc'h a arc'hant hag ober a rafe un dibenn sizhun trenkillik evidon.Ur soñj vat oa, krog a rae mat an devezh.
An devezh skol boutin am eus bet, echuet am eus ar gentelioù tro teir eur d'enderv,amzer din mont d'ar gêr da cheñch dilhad evit mont d'ar staj livañ. Undek bennak adud aoa. Tud él din, o kregiñ gant an doare livañ-mañ. Evel just hon eus kroget gant traoù simpl. Skrivañwar kartonsoù amzer deomp en em gustummañ ouzh ar bombezennoù. Estonnet on bet dre ma oa aes din implij an dafar !
Padet en deus ar staj betek seizh eur noz. Plijus eo bet, anvet am eus tud hegaraat ha desket am eus traoù.
D'ar Gwener e pleustran ar muiañ war ar sonerezh.Chom a ran en ur sal gant ma mignoned pe ma unan betek unek eur noz alies a-walc'h. Hiriv on chomet betek un eur mintin, n'am boa ket pleustret trawalc'h e-pad ar sizhun profitet am eus ! Araokadennoù am eus graet, deuet on da benn de grouiñ ur sonenn nevez evit ar strollad.

Inscription à :
Articles (Atom)