jeudi 11 décembre 2008

D'ar Sul 7 a viz Kerzu

Dihunet on e kambr Marcel, poan benn ganin.Paket am eus ma heziug em chakodda welet pet eur e oa. Teir eur d'enderv. Hanter ma devezh am boa tremenet o kousket ha skuizh e oan c'hoazh. Butun-drol am eus butunet ar pezh n'eus lakaet ma benn da vont gwelloc'h. Tu oa din sevel trenkillik a ditreiñ d'ar gêr. Tapet am eus ur pezh mell moral gant ma zud evel bep Sul dre n'am boa ket pellgomzet evit lâret na gousken ket er gêr.D'ar liesañ on enervet,met aze e grogen da vezañ kustummet! Krapet on en ma gambr aet on war facebook, foromoù ha traoù all evit tremen an amzer.

Da bemp eur e veze c'hoariet gant An Oriant a-enep Nancy. Miret am eus ar c'hogad war ar rouedad. Aet eo ar maout gant skipailh ar Mor-bihan. Da seizh on aet da zebriñ ha da eizh on aet da gousket.

Aucun commentaire: