mercredi 3 décembre 2008

D'ar Meurzh 2 a viz Kerzu 2008

Hiriv am eus kroget ar gentelioù da eizh eur. Tro dek eur am eus bet un troc'h ur c'hard eur, profitet am eus evit farsal gant ma kamaraded. Klaoustred hon eus tresañ war mogerioù al lise anv hon strollad da zont. Ret e oa merkañ Butun marmouzh gant ur pezh mell logo e pep korn al lise hep bezañ paket. Evel-just e vo fuloret ar rener, met ken bluep eo eñ e vo farsus an traoù. Huñvre a ran e gwelet o netaat an traoù, na farsus gant e dilhad labour glas hag e penn kon o huchal " Les jeunes de nos jours tous des crétins. Je les aurais un jour je les aurais"

Divizet e oa bet e-pad ar pred e oa ret deomp prenañ peadra da dresañ war lec'h ar skol. Trawalc'h a arc'hant hon oa normalamant. Aet omp diouzhtu en ur stal ispisializet er bombezennoù liv. Prennet eo bet ganeomp bombezennoù evit pep hini. Jedet hon eus ar priz a mank a rae dek euros deomp. divizet am eus laerañ ar bombezennoù a oa e re. Kemeret am eus anezho hag aet on maez o c'hortoz ar re all. Merzhet eo bet gant ar gwerzer. Paket on bet a pellgomzet en deus da ma zud.

E-giz pinijenn on bet kaset da labourat du-se e-pad ur sizhun a-bezh war lec'h ar gentelioù, tu a zo bet deomp mirañ ar bombeznnoù bet paet met ar re all a oa bet rentet.
Ret e oa deomp gortoz un tamm evit tresañ war mogerioù al lise !

Aucun commentaire: