vendredi 5 décembre 2008

D'ar Gwener 5 a viz Kerzu

Kousket am eus fall an noz-mañ. Ar glav n'eus pareet arc'hanon de gousket. Kroget am eus da soñjal ha d'ar mare mañ n'eus netra na c'hell lakaat arc'hanout da gousket. Soñjet doc'h ar plac'h a zo er c'hlas ag am boa debret a dal dezhi dilun tremennet. Na brav eo he. Maleurusamant evidon n'am eus chañs ebet. Ur paotr eveldon n'eo ket graet evit merc'heta, re lentig on.

Tro c'hwec'h on savet. Pa oan em sktrikadenn am eus bet ur sapre soñj evit prof nedeleg ma zud. Tu vehe din paeañ un dibenn-sizhun e Brest pe Roazhon da skouer, gant sikour ma gendirvi a vehe trawalc'h a arc'hant hag ober a rafe un dibenn sizhun trenkillik evidon.Ur soñj vat oa, krog a rae mat an devezh.

An devezh skol boutin am eus bet, echuet am eus ar gentelioù tro teir eur d'enderv,amzer din mont d'ar gêr da cheñch dilhad evit mont d'ar staj livañ. Undek bennak adud aoa. Tud él din, o kregiñ gant an doare livañ-mañ. Evel just hon eus kroget gant traoù simpl. Skrivañwar kartonsoù amzer deomp en em gustummañ ouzh ar bombezennoù. Estonnet on bet dre ma oa aes din implij an dafar !

Padet en deus ar staj betek seizh eur noz. Plijus eo bet, anvet am eus tud hegaraat ha desket am eus traoù.

D'ar Gwener e pleustran ar muiañ war ar sonerezh.Chom a ran en ur sal gant ma mignoned pe ma unan betek unek eur noz alies a-walc'h. Hiriv on chomet betek un eur mintin, n'am boa ket pleustret trawalc'h e-pad ar sizhun profitet am eus ! Araokadennoù am eus graet, deuet on da benn de grouiñ ur sonenn nevez evit ar strollad.

Aucun commentaire: