mardi 16 décembre 2008

D'ar Merc'her 10 a viz Kerzu 2008

Bep sizhun on plijet gant an devezh-mañ. Devezh ar riboull eo. En un doare e krog an dibenn-sizhun amañ.War lerc'h ar gentelioù on bet da zebriñ ur c'hebab gant mignoned, hag war lerc'h evel da gustumm omp betek un davarn da riboullañ. Kanet hon eus, sonet ivez, pell e oamp eus riboulloù "on se mets la tête" gant yaouankiz ar vro. Ma pal din me d'ar merc'her a zo kemer plijadur gant ma mignoned hep distreiñ en ur zislonkañ d'ar gêr.Ev a ran un eir a bier bennalk ha distro a ran trenkillik d'ar gêr.

Evit lâr ar wirionnez e implijan ar riboull-mañ evit aweniñ arc'hanon. Ur lod vat a senniñwar ar prim a vez graet, ur seurt labo eo. Hiriv ne oa awen ebet ganin. Distroet on f'ar gêr klasket am eus labourat, met diaes eo bet din. Gourvezhet on war ma gwele ha kousket am eus.

Aucun commentaire: