lundi 1 décembre 2008

D'ar Lun Kentañ a viz Kerzu 2008

Kroget en deus fall an deiz. Dihunet on da seizh eur. Diaes eo bet war lerc'h an dibenn-sizhun am eus tremennet. Ur c'hard eus am eus lakaet evit dibikouzañ ha diskenn betek ar gegin evit mont da zebriñ. Ma mamm a oa aze, fresk-tre evel bep mintin. N'am eus ket bet amzer da zebriñ un tamm bara hag he a oa dija oc'h ober ur sapre moral din. Na plijus eo bezañ dihunet dre ur sapre mell gourdrouz... Seizh eur ugent a oa !

Kendalc'het n'eus ma devezh gant ar skol. Erruet on gant un hanter eur dale. C'hwitet am boa ma c'harr boutin. Kavet am eus gwelloc'h ur wech erruet er skol da brientiñ un tamm "petard" evel ma vez lâret, evel-se evo tu kregiñ evit gwir an devezh. Da zek eur am boa ur gentel Sport, n'on ket plijet gant ar Sport. Un hengoun hon eus gant ar mignoned a-raok ar gentel jahinañ-mañ, butunnet e vez butunn-drol a-raok bep gentel ar pezh a lake arc'hanomp da zisoñjal tout an drouk a oa paket. Hiriv ne chome ket kalz a butunn din. Ret eo lâret hon oa bevezet kalz e-pad an dibenn sizhun. Diaes a oa bet ar riboul-mañ, eus ar gwener noz betek ar sul noz hep paouezh. Eürus a walc'h n'hon oa ket kavet ar fliked war an hent mod all e vehe bet fall an traoù evidomp !

Kreizteiz: Ret e oa deomp mont da zebriñ, diaes a oa bet ar gentel sport daoust d'ar butunn droll. C'hoarzed hon oa ar gentel pad hag ar gelenerez he doa merzhed e oa traoù iskis ganeomp. N'en doa ket diarbenekaet din kaout poan e-pad tout an devezh. Diaes e oa din bale. Aet omp da zebriñ gant tout ar c'hlasad e preti. Divoutin a oa met plijadur am eus bet. Azezet e oan a-dal d'ur fulenn. Abaf on neuze n'am eus ket komzet kalz met sellet am eus... Pebezh plac'h ! Erru ur mare he deus merzhet e oan o sellet outi, echuet am eus buhan ha buhan da zebriñ ha aet on kuit. Pebezh Pred !

Ar c'hentelioù a zo tremenet na buhan na gorrek. Notennoù am eus bet . Pemp war Ugent e Istor, daou boent gwelloc'h eget ar prouad divezhañ, mont a ra an traoù war-raok !

War lec'h ar skol on aet da senniñ piano er skol sonerezh.Kentel plijusañ eus an deiz a oa bet. Ur gwir blijadur e oa senniñ war-lerc'h un devezh skol ken difent. Ar piano a roa din ar c'hoant da vont war-raok, laouen on gouzout c'hoari gantañ mod all ne ouzon ket petra e vehe graet ganin !

Distroet on er gêr tro nav eur. Debret am eus, roet am eus ma prouad istor d'amzud hag redek am eus betek ma gambr. Klevet am eus anezhe huchal eus ma gambr. Eürus a walc'h evidon e oa un alc'hwez war an nor ! Pres a oa warnon da welet ma breur bihan o brasaat, evel-se e vehe tu dezhañ kas notennoù ken fall evidon d'ar gêr. Evit ar mare ha gant e pevar bloaz e oa diaes din lakaat anezhañ d'ober sotonioù evit ma vehe gourdrouzet anezhañ hag lakaat ma zud da laosk arc'hanon trenkilik.

Kroget am eus da skrivañ ur sonenn gant ma guitar. evit ar mare eo fall put an traoù.Skriv a rin war ar blog mañ pa teuio bravoc'h an traoù. Kreiznoz eo, mont a ran da gousket !
Noz vat deoc'h !

Aucun commentaire: