Daou zevezh a chom a-raok an dibenn-sizhun. Pres a zo warnon, ma skipailh melldroad a c'hoari a-enep Lyon e La Beaujoire. Spi am eus e vo trec'h ganeomp met diaes a vo an traoù mesmestra.Evel bep krogade e La Beaujoire ez in er Brigade Loire da huchal evit ma skipailh.
Hiriv on bet sioulik a-walc'h c'hoazh ur wech er skol. Rener al lise a zo bepred o sellet ouzhin moarvat ez eo bet lâret dezhañ e oan o brientiñ un taol bennak. C'hoant en doa pakout arc'hanon dre ma vez gouiet gantañ on pouezus e buhez ma strollad mignoned. Ne ket evit foeñval met pa n'on ket amañ e vez kalz siouloc'h an traoù gant ar strollad. E-pad ar gentel tekno am eus treset ur seurt logo evit hon strollad dazont. Ur seurt seran am eus treset, gwisket eus un tog breizhad gant ur pezh mell sigaretenn leun a butun droll e-barzh. Diskouezhet am eus an dra-se d'ar strollad a-bezh. Plijet en deusd'an dud, miret hon eus evel logo ar strollad ! Klask a rin tresañ anezhan e-kerzh ar gentel bet prientet er stal.
Hiriv on erruet er gêr tro seizh eur noz. echuet am eus abred dre ma oa ur c'henstrivadeg tresañ gant Yannik. Lâret en deus din e oa digwener noz ar staj. Graet am eus peadra evit kaout tu da bezañ e porzh ar stal d'an eur rik !
jeudi 4 décembre 2008
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire